Commons:Foar ar Goulennoù (FAG)
From Wikimedia Commons, the free media repository
Alemannisch | Català | Dansk | Deutsch | English | Esperanto | Español | Français | Galego | עברית | Interlingua | Italiano | 日本語 | Lëtzebuergesch | Nederlands | Norsk (bokmål) | Norsk (nynorsk) | Polski | Português | Română | Русский | Slovenščina | Suomi | 中文(简体) | 中文(繁體) +/-
- Petra eo al lec’hienn-mañ ?
- Ur bank restroù (skeudennoù, sonioù, tammoù video) a c’hall bezañ implijet e raktresoù disheñvel WikiMedia a seurt gant Wikipedia, Wikeriadur ha Wikilevrioù eo WikiCommons.
- Gallout a ran-me degas danvez el lec’hienn-mañ ?
- Evel-just ! Evit gwir se eo a fell deomp e rafec’h. En em enrollit ma n'hoc’h eus ket graet c’hoazh ha grit gant al liamm 'Eilañ war ar servijer' zo er voest ostilhoù er marz kleiz. Implijout a c’hallit ober ar meziant-mañ (en) ivez evit bezañ skoazellet ;
- Ha kemmañ deskrivadur ar restr a c’hallan ? Hec’h aotre ? He rummadoù ?
- Ya 'vat, klikit war ar pempilh Kemmañ zo e-krec’h ar bajenn ha lakait an titouroù a fell deoc’h. Sellit ouzh pajenn an aotreoù evit gouzout peseurt teskanv ouzhpennañ (un heuliad arouezennoù etre briatadurioù doubl) en deskrivadur diouzh ar pezh a fell deoc’h lakaat. Ar bajenn-mañ a ziskouez deoc’h ur skeudenn, an deskrivadurioù anezhi, aotreoù hag all ha homañ a ziskouez ar c’hod ur wech bet kliket war Kemmañ.
- Peseurt doare dafar a c’hallan pellgargañ ?
- Kemet tra a c’hall bezañ implijet a-dreuz raktresoù Wikimedia, da lavaret eo un dibab teulioù ledan-kenañ peogwir eo ledan ar ratresoù o-unan. Evit pep teul e rankit spisaat doare ar gwirioù aozer ha dibab un unan zo aotreet (sellet ouzh Commons:Diwar-benn an Aotreoù ha Kemennoù statud ar skeudennoù). Da skouer, lod eus an aotreoù gwirioù aozer implijet eo ar GNU/FDL, CC-BY/SA/BY-SA hag an Domani Foran.
- Peseurt spisder skeudennoù pellgargañ ?
- Ar spisder uhelañ zo ganeoc’h eo ar gwellañ.
- Penaos implijout ar pezh zo war al lec’hienn-mañ war-eeun war ar Wikipedia brezhoneg ?
- Trawalc’h eo skrivañ an hevelep liammoù ha pa vije ul liamm diabarzh. Da skouer oc’h ouzhpennañ [[Skeudenn:anv_ar_skeudenn_war_commons.png]] en ur pennad war ar Wikipedia brezhoneg. Dont a raio ar meziant da gerc’hat ar skeudenn war Commons.
- Evezh. Un tamm dale kargañ a c’hall bezañ war ar wikipedia brezhoneg da-heul ar prantad zo ret evit nevesaat doare ar grubuilh. Kuit da c’hortoz reb e c’hallit freskaat pajenn ar skeudenn hec’h-unan (gant ho merdeer) kentoc’h eget pajenn ar pennad m'eo bet enlakaet.
- Implijout dafar al lec’hienn-mañ er-maez eus Wikimedia a c’haller ober ?
- Ya, aotreet eo. Gwiriit mat deskrivadur an teul memes tra (o klikañ war ar skeudenn) a-benn gouzout dindan pe aotre eo bet embannet. Peurliesañ e vo trawalc’h eilañ meneg an aozer hag an titouroù gwirioù aozer zo war pajenn an deskrivadur hag embann anezho el lec’h m'hoc’h eus c’hoant da implijout ar skeudenn pe ar restr.
- Petra eo diazezoù ar raktres-mañ ha da belec’h e ya ?
- Commons:Project plan
- Petra eo ur merour ha penaos dont da vezañ merour ?
- Commons:Administrators
- Pelec’h goulenn traoù ?
- Village Pump (e saozneg) Ar poull-kannañ (e brezhoneg).
- Peseurt darempred zo etre Commons ha raktesoù damheñvel ?
- Commons:Collaboration with ourmedia
- Penaos e vo azasaet ar meziant ouzh ar raktres-mañ ?
- Commons:Features
- Gant peseurt aotreoù gwirioù aozer e rankan embann ar restroù a enporzhian ?
- Commons:Diwar-benn an aotreoù
- Peseurt furmad restroù a c’hallan embann ?
- Commons:Critères d'inclusion
- Penaos goulenn diverkañ ur bajenn ?
- Commons:Demandes de suppression, sellout mat ouzh ar sturlevr a-raok.
- Peseurt yezh zo da vezañ implijet amañ ?
- Politikerezh yezh

