Commons:Reolennoù diverkañ
From Wikimedia Commons, the free media repository
|
This project page in other languages:
Alemannisch | Asturianu | Brezhoneg | Català | Česky | Dansk | Deutsch | English | Español | Français | Magyar | Italiano | 日本語 | Polski | Português | Русский | Suomi | Türkçe | 中文(简体) | 中文(繁體) | +/− |
| Deletion (all) |
|---|
|
|
Kavet e vo un nebeud 'reolennoù diverkañ war ar bajenn-mañ evit diverkañ boued bet lakaet war Commons. Kuit da luziañ an traoù e vo graet "restr" war ar bajenn-mañ eus kement skeudenn, restr son, video, restr tarzh pe nep restr all a gomzer diwar e benn. Heñveldra, graet e vo gant "pajenn" evit envel an holl bajennoù pennadoù, rummadoù, patromoù, prezeg ha kement doare pajenn all a c’hall bezañ.
Daou zoare zo a-benn kinnig ur restr/bajenn da vezañ diverket. Ma n'eo ket dav kas ar gaoz war an afer e c’haller rollañ anezhi war speedy deletion. Ma'z eus peadra da vagañ ar gaoz e c’haller he rollañ war deletion request. Ma vez douetañs, ober gant ar Goulenn diverkañ boas.
Ne vo ket fall implijout ur benveg evel http://tools.wikimedia.de/~daniel/WikiSense/CheckUsage.php evit ober e soñj eus al lec’hioù m'emañ ar restr/bajenn en implij a-raok he diverkañ.
[edit] Diverkañ diouzhtu
Gallout a ra ur restr pe ur bajenn bezañ diverket diouzhtu m'eo:
- Un eiladenn rik eus ur restr pe ur bajenn all.
- Goullo gant tamm istor talvoudus ebet.
- Un torr gwirioù aozer anat.
- Ur sotoni sklaer, un taol-esae, pe un oberenn graet evit noazout.
- Taget gant ur viruz.
- Un eiladenn rik eus ur restr pe ur bajenn bet diverket kent hervez reolennoù diverkañ Commons.
- Brein (met ma'z eus douetañs, renablit anezhi evel furmad dianv).
- Ur bajenn implijer bet goulennet he diverkañ gant an implijer e-unan.
- Pajenn brezeg un implijer zo dezhi un IP dispredet.
- Disoc’h un eilañ-pegañ graet e lec’h adenvel ur bajenn a rank bezañ diverket da c’hortoz, amzer da gendeuziñ o istor.
- Un adkas war-du ur bajenn all a rank bezañ adanvet.
- Un adkas war-du ur bajenn n'eus ket anezhi.
- Ur rummad goullo, pe ennañ anv ur rummad kar hepken.
Evit rollañ ar restr/bajenn da vezañ diverket diouzhtu skrivañ {{delete}} ha merkañ an abeg war ar restr/bajenn. Diverket e vo gant ur merour e koulz. Arabat disoñjal gwiriañ eo reizh hag hizivaet an holl liammoù a gas d'ar bajenn. Reizhañ hag hizivaat anezho dalc’hmat a-raok lakaat da ziverkañ. Lakaet eo ar restr/bajenn da vezañ diverket diouzhtu e-barzh Category:Candidates for speedy deletion.
[edit] Diverkañ boas
Gallout a ra ur restr pe ur bajenn bezañ rollet war Commons:Deletion requests en degouezhioù-mañ:
- Dianv eo statud gwirioù aozer ar restr/bajenn.
- Terriñ a ra ar restr/bajenn reolennoù al licensing.
- Faziek eo anv ar restr/bajenn hag ur restr/bajenn gant un anv mat zo dija (pe: soñjal en un adkas).
- N'hall ket danvez ar restr/bajenn bezañ resisaet (sellet ivez ouzh Commons:Images missing information).
- Ur bajenn brezeg a denn d'ur bajenn bet diverket c’hoazh eo ar bajenn.
- Re izel eo spisder/perzhded ar restr (da sk. displann, re vihan).
- Ur restr/bajenn welloc’h zo war an hevelep danvez.
- Bras-spontus eo ar restr hag erlec’hiet eo bet gant unan kalz skañvoc’h zo enni an holl ditouroù talvoudus.
- N'hall ket ar restr/bajenn bezañ implijet gant raktres wikipmedia ebet, a-vremañ pe da zont. (da sk. oberenn arz gant un arzour dianv).
Evit goulenn ma vo diverket, ouzhpennit ar patrom {{Deletionrequest}} hag enskrivit ar bajenn war Commons:Deletion requests. Tu a vo da ziverkañ ar bajenn ma'z eus ur c’henemglev evit he diverkañ. Gwiriañ mat eo bet hizivaet an holl liammoù a-raok diverkañ ar bajenn. Muioc’h a ditouroù war Commons:Deletion requests, hag ar restroù/pajennoù renablet evit an diverkañ zo lakaet e Category:Deletion requests.