Commons:Foar ar Goulennoù (FAG)

From Wikimedia Commons, the free media repository
Jump to: navigation, search

Alemannisch | català | dansk | Deutsch | English | Esperanto | español | français | galego | עברית | magyar | interlingua | italiano | 日本語 | ភាសាខ្មែរ | 한국어 | Lëtzebuergesch | Nederlands | norsk nynorsk | norsk | polski | português | română | русский | slovenščina | suomi | svenska | 中文(简体)‎ | 中文(繁體)‎ | +/−

Petra eo al lec’hienn-mañ ? 
Ur bank restroù (skeudennoù, sonioù, tammoù video) a c’hall bezañ implijet e raktresoù disheñvel WikiMedia a seurt gant Wikipedia, Wikeriadur ha Wikilevrioù eo WikiCommons.
Gallout a ran-me degas danvez el lec’hienn-mañ ? 
Evel-just ! Evit gwir se eo a fell deomp e rafec’h. En em enrollit ma n'hoc’h eus ket graet c’hoazh ha grit gant al liamm 'Eilañ war ar servijer' zo er voest ostilhoù er marz kleiz. Implijout a c’hallit ober ar meziant-mañ (en) ivez evit bezañ skoazellet ;
Ha kemmañ deskrivadur ar restr a c’hallan ? Hec’h aotre ? He rummadoù ? 
Ya 'vat, klikit war ar pempilh Kemmañ zo e-krec’h ar bajenn ha lakait an titouroù a fell deoc’h. Sellit ouzh pajenn an aotreoù evit gouzout peseurt teskanv ouzhpennañ (un heuliad arouezennoù etre briatadurioù doubl) en deskrivadur diouzh ar pezh a fell deoc’h lakaat. Ar bajenn-mañ a ziskouez deoc’h ur skeudenn, an deskrivadurioù anezhi, aotreoù hag all ha homañ a ziskouez ar c’hod ur wech bet kliket war Kemmañ.
Peseurt doare dafar a c’hallan pellgargañ ? 
Kemet tra a c’hall bezañ implijet a-dreuz raktresoù Wikimedia, da lavaret eo un dibab teulioù ledan-kenañ peogwir eo ledan ar ratresoù o-unan. Evit pep teul e rankit spisaat doare ar gwirioù aozer ha dibab un unan zo aotreet (sellet ouzh Commons:Diwar-benn an Aotreoù ha Kemennoù statud ar skeudennoù). Da skouer, lod eus an aotreoù gwirioù aozer implijet eo ar GNU/FDL, CC-BY/SA/BY-SA hag an Domani Foran.
Peseurt spisder skeudennoù pellgargañ ? 
Ar spisder uhelañ zo ganeoc’h eo ar gwellañ.
Penaos implijout ar pezh zo war al lec’hienn-mañ war-eeun war ar Wikipedia brezhoneg ? 
Trawalc’h eo skrivañ an hevelep liammoù ha pa vije ul liamm diabarzh. Da skouer oc’h ouzhpennañ [[Skeudenn:anv_ar_skeudenn_war_commons.png]] en ur pennad war ar Wikipedia brezhoneg. Dont a raio ar meziant da gerc’hat ar skeudenn war Commons.
Evezh. Un tamm dale kargañ a c’hall bezañ war ar wikipedia brezhoneg da-heul ar prantad zo ret evit nevesaat doare ar grubuilh. Kuit da c’hortoz reb e c’hallit freskaat pajenn ar skeudenn hec’h-unan (gant ho merdeer) kentoc’h eget pajenn ar pennad m'eo bet enlakaet.
Implijout dafar al lec’hienn-mañ er-maez eus Wikimedia a c’haller ober ? 
Ya, aotreet eo. Gwiriit mat deskrivadur an teul memes tra (o klikañ war ar skeudenn) a-benn gouzout dindan pe aotre eo bet embannet. Peurliesañ e vo trawalc’h eilañ meneg an aozer hag an titouroù gwirioù aozer zo war pajenn an deskrivadur hag embann anezho el lec’h m'hoc’h eus c’hoant da implijout ar skeudenn pe ar restr.
Petra eo diazezoù ar raktres-mañ ha da belec’h e ya ? 
Commons:Project plan
Petra eo ur merour ha penaos dont da vezañ merour ? 
Commons:Administrators
Pelec’h goulenn traoù ? 
Village Pump (e saozneg) Ar poull-kannañ (e brezhoneg).
Peseurt darempred zo etre Commons ha raktesoù damheñvel ? 
Commons:Collaboration with ourmedia
Penaos e vo azasaet ar meziant ouzh ar raktres-mañ ? 
Commons:Features
Gant peseurt aotreoù gwirioù aozer e rankan embann ar restroù a enporzhian ? 
Commons:Diwar-benn an aotreoù
Peseurt furmad restroù a c’hallan embann ? 
Commons:Critères d'inclusion
Penaos goulenn diverkañ ur bajenn ? 
Commons:Demandes de suppression, sellout mat ouzh ar sturlevr a-raok.
Peseurt yezh zo da vezañ implijet amañ ? 
Politikerezh yezh