Commons:Politikerezh yezh

From Wikimedia Commons, the free media repository
Jump to: navigation, search
This project page in other languages:

Alemannisch | беларуская (тарашкевіца)‎ | Boarisch | brezhoneg | български | català | Deutsch | English | español | Esperanto | français | italiano | 日本語 | 한국어 | Lëtzebuergesch | македонски | occitan | polski | português | português do Brasil | русский | slovenščina | 中文(简体)‎ | 中文(繁體)‎ | +/−

Shortcut
COM:LP
Ambox outdated serious.svg Proposed update: see Commons:Language policy and its talk page (November 5, 2009).
/please translate this notice/

Soñjet eo bet kumuniezh Wikimedia evit bezañ implijet e meur a yezh. Kement-se a dalvez e ranker kaout ur politikerezh war an doare da verañ an holl yezhoù-se ha petra a ranker da skrivañ e pep hini anezho.

Diverrañ eus ar c’hinnigoù[edit]

Setu aze un diverrañ bet adaozet diwar ar c’hinnigoù displeget izeloc’h.

doare teul politikerezh skouer
loened, plant daouanv latin Phyllostachys nigra, neket Bambouz du
sonerezh, arzoù anv er yezh orin Die Zauberflöte, neket Ar Fleüt Hud na The Magic Flute
tud anv er yezh orin Leonardo da Vinci, neket Leonard a Vinci na Léonard de Vinci
lec’hioù anv er yezh orin Cymru, neket Kembre na Wales na Pays de Galles
boued anv er yezh orin Cassoulet, kig-ha-farz
traoù all ...

Setu ar c’hinnigoù en o hed:

  • Anvioù an teulioù a c’hall bezañ e ne vern pe yezh; padal, ne vo graet nemet gant arouezennoù ASCII evit skrivañ an anvioù.
  • Deskrivadur an teulioù a c’hall bezañ graet e ne vern pe yezh; seul welloc’h m'emaint skrivet e meur a yezh
  • Heñveldra evit ar pajennoù palier pe ar pajennoù kar, daoust ma vo kavet gwelloc’h ober gant ar saozneg en degouezh-mañ. Ma vez hir-hir an destenn e ranko an troidigezhioù mont betek penn ar bajenn ha neket war ur bajenn all.
  • E saozneg e vo skrivet titloù ar pajennoù palier ha re ar pajennoù kar. Adkasoù pe pajennoù sklaeraat a c’haller krouiñ e yezhoù all diouzh an dro.
  • Politikerezhioù arbennik a c’hall bezañ divizet evit temoù zo. Da skouer, e c’haller divizout implijout an daouanv latin evit al loened pe an anv e yezh ar vro evit anvioù ar c’hêrioù.

- Andre Engels 23:55, 9 Sep 2004 (UTC)

  • Evit al loened hag ar plant e vo kavet gwell ober gant an daouanv latin.
  • Evit ar pezh a denn da Japan (kêrioù, tud, mitologiezh): Implijout treuzskrivadur Hepburn.

- Ellywa 08:30, 10 Sep 2004 (UTC)

Me a gav din e tlefe an anvioù e japaneg bezañ aotreet. Gwelet war tabut. // Kjell André 20:24, 7 Nov 2004 (UTC)
  • Ar pezhioù sonerezh a rank mirout o anv en o yezh orin - Die Zauberflöte ha neket Ar Fleüt Hud

--OldakQuill 15:57, 10 Sep 2004 (UTC)

A-du penn-da-benn, gwelet tabut. // Kjell André 20:24, 7 Nov 2004 (UTC)

Diwar-benn ar c’hod ASCII[edit]

(Kavet e vo an tabut war Commons talk:Language policy.)